Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 261 —

— Itron, eme Alan, dalc’hit-hen, pe ez a da vont d’ar maro!

— Va map, eme ar vam gez, en eur lamet gantha a dro vriat, ne di ket d’ar maro !… Mar marvez, me varvo ive.

Etre daou Alan a voa eat da gampr an demezel evit he gelver da zont da zicour he mam da zelc’her he breur. Mes caer en doa skei, den ne responte. Mont a reas er gampr, ha ne gavas den enhi. Ar guele n’oa bet den enha en noz-ze. Dont a reas en eur grial.

— An demezel ne ma ket aze ! Ne ket bet en he guele :

Buan ez ejont oll da gampr an demezel, hag an Itron Turgis a velas da genta ar bleo hag an tam paper. Cregi a reas er paper, hag e taolas eun taol lagad varnezhan, mes coeza a reas eus he za, hag ar map eo hel lennas. Setu ama petra voa var ar paper-ze :

« Va breur ker, ne varvi ket, ha savetet e vezo da henor. Chom beo, ha consol hor mam ; mir outhi da vouela re din ; hag hen a so dous din mervel evidhout ! Na me so eurus hirio da veza ken henvel ouzit ! Kenavezo, va mam ger ; kenavezo, va breur muia caret ; kenavezo, va c’hoar Adel ; en em velet a raimp adarre etre divrec’h an Aotrou Doue ! » « Mari. »

— Hag e lessen va c’hoar da vont d’ar maro ! eme ar C’hont. Hag en em ziframas eus a zaouarn he vam, hag hen en eul lam d’an traon gant an deleziou. He vam hag ar re all a ieas var he lerc’h. E dor an ti e tigouezas ar merour gantha. Hema a jomas sebezet oll hag a ieas var adren o velet ar C’hont iaouanc.

— Petra, c’hui, Aotrou ! C’hui a zo aze ? Ha piou