Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 263 —

gastel Tremazan, e kichen Aber Porsall. Guelet a reaz ive iliz caer Kersent, savet a nevez guechall gant Tanguy ar C’hastel ha Loiza a Bont’n-Abad he bried. Eno oa diskennet e ti eur mignon dezhan, ha goude beza tremenet eun derveziou bennag e maner he vignoun, e zea da gimiadia diouthan pa deujot da lavaret d’an Aotrou euz ar maner ez oa unan euz he verourien o vont da vervel.

Gouzout a reat oa clanv ar merour-ze eun nebeut a ioa, hag ervez an oad braz en devoa ne c’hellet nemeur esperout e pareje. Gouscoude o clevet oa toc’horeat, an Aotrou a chenchas liou, hag a lavaras d’ar beacher :

— N’oc’h eus guelet morse breizad ebet o vervel ?

— Nan, n’em eus guelet morse breizad ebet var he dremenvan.

— Da Vrest oc’h eus sonch da vont a gredan ?

— Ia, va zonch eo mont da Vrest.

— Mad, deut ganhen ; va merour a chom e parrez Lanrivoare ; ne rit ket a dro o tont dre eno, ha goudeze me ho lacai var hoc’h hent.

Ar beacher a ieaz eta da Lanrivoare, rak c’hoant en doa da velet penauz e varve eur c’hristen caloneg evel ma zoa an darnvuia euz hor bretoned coz. En eur vont e c houlenne oc’h he vignon :

— Petra eo ar merour-ze a garit calz evit doare ?

— He hano zo Corintin Blerez, eur zoudard coz bet er vrezel gant va zad, ha mevel ganthan ; unan eo euz an dud calonek-ze o deus great taoliou caer en ho amzer.

— Hag eo coz bras ?

— C’huezek vloaz ha pevar ugent, ha bete vrema iac’h ha seder c’hoaz evel eun den iaouank. Tud ar c’harter a grede ervad e zaje en tu all d’he gant vloaz, evel eun all a zo maro n’eus ket pell, en arvor