Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —

eno gant an Itron Turgis e kichen he merc’h. Abaoue ma voa eat en hent, ar c’hont iaouanc n’en devoa digasset kelou ebet d’he vam. Evelse calon ar vam gez a voa serret gant an nec’hamant couls ha calonou ar c’hoar hag ar giniterv.

Tremenet oa emgann Kiberon, hag an itron nag he diou zemezel n’o doa ket clevet pe a voa an Aotrou Turgis eno pe n’edo ket ; n’o doa ket clevet ken nebeut petra vije great oc’h ar brizonerien kemeret eno. An eil nosvez goude an emgann-ze e rea eun amzer spontus. An avel a soroc’he hag a lakea pep tra da stracal. Eur glao diluch a goeze ; tan ha curun a rea bep en amzer.

E maner an Theix, an Itron hag an diou zemezel a voa en eur zal, melconiet meurbet. Scrija a reant o clevet an amzer. Ar vam gez e devoa couls lavaret collet ar guelet kement a zaelou e devoa scuillet o sonjal en he map, gant aoun na vije digouezet droug gantha.

— Va map paour, peleac’h ema ? emezhi o clevet an ti o stracal gant an avel.

— Allas ! va mam, eme ar verc’h, ne allomp ket her gouzout, mes pedomp ar Verc’hez evithan. Va mam ger, dont a rai en dro ; Doue ne lamo ket ho map diganeoc’h.

— N’hoch eus recevet goal gelou ebet ? eme an nizez.

— Nan, eme an Itron, nan, va bugale. Mes ar pez am laz eo defot receo eur c’helou bennag, mad pe fall.

Neuze en em lakejont ho zeir d’an daoulin da lavaret an Ave, maris stella.

Eur mevel a deuas neuze er zal da gempen an daol evit coan. Ar mevel-ze a voa ed he amzer en ti ; fidel evel eun alc’huez. Caret a rea cals he vestrez