Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 255 —

er bed all ar re ne vezo ket falvezet dezho he anaout pe autramant, goude beza he anavezet, ne vezo ket falvezet dezho miret he lezen santel. »

Merzerinti an tad Spinola a badas div heur. Mervel a reas d’an oad a eis vloaz hag antercant, an eil a vis kerzu 1622.

————


Ar Breur hag ar C’hoar.
————

Setu ama petra leverer divar benn unan euz an dudchentil a voa condaonet da goll ho buez e kichen ker Alre tost da zantez Anna Vened.

An Aotrou cont Turgis, dijentil iaouanc eus a gichen Guenet, a voa etouez an noblans en em gannas e Kiberon evit ho roue. Destumet eno etre ar mor hag arme ar Republic, teir guech hag ouspen creoc’h evitho, e voue red dezo en em rei, pe vervel. Casset e vouent da Alre, ha laket evel bandennou denvet en ilizou a bere e voa gret prizoniou.

Eno e vouent condaonet d’ar maro, hag ac’hano e tennet eur vanden bemdez hag a gunduet da barc ar Verzerien, eleac’h ma ho lazet gant tennou. An dudchentil-ze a voa lod anezho pell a voa dindan an armou, hag ho zud en ho maneriou a voa nec’het bras gantho dre ne vouient ket peleac’h edont, ha ne recevent kelou ebet digantho.

An Aotrou Turgis en doa kuitet tri pe bevar mis a voa maner an Theix, eleac’h m’en doa lezet he vam, intanvez eur pennad a voa, he c’hoar euz ar memez oad gantha, hag eur giniterv dezan, minorez savet