Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

hag he bugale, hag ep aoun ebet ec’h ellet fiziout peptra enha. Evelse ive e veze lavaret dirazhan ar pez ne vije ket credet lavaret dirag mitizien all. An Itron a c’houlennas outhan :

— N’oc’h eus clevet kelou ebet, Alan ?

— Kelou ebet, Itron ; ne ouzeur ket c’hoas petra vezo gret oc’h an dudchentil so prizonerien en Alre.

— Petra vezo great outho a gaf deoc’h, eme an nizez ?

— Petra vezo great ? eme ar verc’h ; ho lacat d’ar maro sur ; n’eus ket izom da c’houlen.

An Itron a iea ive da lavaret he ger ; mes ne devoue ket a amzer. Eun taol cloc’h a glefjont e dor ar pors, hag a lakeas ho c’halon da zridal, hag ho zeir e safjont ker buan en ho za.

— Va breur eo, eme ar verc’h iaouanc ; me hen anavez dioc’h an taol cloc’h. Ar c’hi ive pehini en doa harzet da genta a glevent o iudal gant ar joa hag oc’h ober lit d’an hini a voa e toul an nor.

Alan a ieas buan da zigeri, hag eur momet goude, an Aotrou cont Turgis a voa er zal e kichen he vam, he c’hoar hag he giniterv. N'em eus ket izom da lavaret pebez levenez a voue eno. An Itron a voa evel p’e divije collet he skiant gant ar joa da veza cavet he map. Rei a rea a bep seurt gourc’hemennou d’he merc’h, d’he nizez, d’ar mevel evit lacat poursach pep tra er maner en eun doare dereat da zigemeret ar c’hont iaouanc.

Pell a voa n’oa bet er maner pred ebet kel laouen ha ma voue coan an nosvez-ze. N’hor c’huitai mui, ha ne ket-ta ? a lavare bep en amzer an Itron d’he map. Hi hag he nizez ne zonjent ket hirroc’h evit er joa o devoa o velet ar c’hont iaouanc deut en dro d’ar maner. Mes e creiz al levenez-ze ar c’hont iaouanc he unan n’oa ket dinec’h avoalc’h, hag he