Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

— Her gouzout a ran, va map, eme an tad christen-ze, ha trugarecat a ran Doue euz ar c’hras en deus great deoc’h. He bidi a ran a greis va c’halon d’ho kendelc’her er memes sonch beteg an huanad diveza. Bezit sur ne c’houlennomp ket guell, ho mam ha me, evit heuillia ar skuer a roit deomp, ha plijet gant Doue or befe tro d’hen ober !

Ar merzer a voue staget neuze oc’h he groaz, ha pa voa savet, an tad en devoue calon avoalc’h d’en em zerc’hel en he zroad. Eul loden a c’hoad he vap a goezaz eno varnezhan, ha ne deas ket kuit ken na voa maro ; hag e roe da anaout dre he laouenedigez, e voa eurussoc’h o velet he vap merzer evit na vije bet oc’h he velet Roue.

Edont oll staget oc’h ho c’hroaziou ha savet a reng, ha ne c’hortozent mui nemet taol ar maro, pa deuaz au tad Badezour a urs sant Fransez, a ioa e creiz ar reng, d’en em lacat da gana ar c’hantic Benedictus. Ar verzerien all oll a ganas ar c’hantic gantha beteg ar fin. Pa voa echu, unan euz ar vugale, Anton, hag a voa e kichen an tad, her pedas da gana ive gantha ar salm Laudate pueri, Bugale, meulit Doue. An tad evit doare n’her c’hlevas ket, hag ar bugel a gomansaz he unan. hag o veza recevet taol ar maro epad ma cane, ez eas da echui he gantic er barados gant an ælez. Unan euz ar verzerien, Paul Miki, a brezegas gant calz a ners divar he groaz, ha goudeze e reaz eur beden c’hoeg evit he vourrevien. An oll a ziskueze eul levenez ker bras ma roent ïoul d’an oll gristenien da c’houzaon ivez ar verzerinti. Hogen ar gigerez ne badas ket pell, hag ep dale o doa rentet oll an huanad diveza.

Neuze ar goardou ne vouent mui mistri var an dachen. A daoliou baz e claskent pellaat an dud ;