Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —

hogen caer o devoue ne aljont ket miret oc’h an dud da dostaat ; red e voue dezho zoken en em denna ho unan kuit eun nebeut. Ar gristenien a zestumas muia ma c’heljont euz a c’hoad ar verzerien, pe euz an douar ruziet gant ho goad. Ar baianet zoken a ziskuezas eur respet braz evit eur religion hag a roe kement a ners-calon d’ar re he heuille.

Da noz, Escop ar Japon pehini ne voa ket bet lezet da zont d’an dachen da velet maro ar verzerien, a deuas gant an oll dadou a gompagnunez Jesus euz a Nangazaki da zaoulina e troad ho c’hroaziou. Ar grec’hien-ze a deuas da veza eul leac’h a belerinach, hag ar gristenien a deue di a bep carter. Cals burzudou a zigouezas eno. Ar pap Urban eiz a lakeas ar c’huec’h christen varnugent-ma e reng ar verzerien, o c’hortoz ma vijent divezatoc’h canonizet gant solanite. Rei a reaz he otre d’an tadou Jesuisted da ober en ho ilizou ofis an tri verzer euz ho urs. Evit an tri varnugent all e roaz ar memes otre d’an tadou a urs sant Fransez. Rag ar verzerien, ar re anezho ne voant ket dindan an urziou, a voa euz a drede urs sant Fransez.

V

Er bloaz 1599, roue Firango a falvezas dezhan ive distruja ar religion gristen en he rouantelez. Carga a reaz he vap da enclasc ar gristenien ha d’ho lacat d’ar maro. Hema kenta preiz a gavaz, oue he bried he unan, a voa eur gristenez euz ar re vella. Merc’h oa da Sumitanda, kenta prins euz ar Japon a voa en em c’hreat christen, hag unan euz ar gannadet a voue casset d’hon Tad Santel ar Pap. Pa deuaz eta an urs criz-ze, ar brinsez-ma a lavaras d’he fried ne zilesje biken he relijion hag e voa guell ganthi mont da glasc he bouet evit beza evelse hiskinet