Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

verzerien da zibri ha da efa, a voue laket gant ar goardou e touez ar re all ; hag an niver anezho a ieaz evelse da c’huec’h varnugent.

Ar c’huec’h varnugent merzer ma on eus comzet anezho er pennad ma a voue laket d’ar maro e Nangazaki ar pemp a vis c’huevrer 1597. Oll ec’h eljont covez araog deiz ho merzerinti. Pa voue lavaret dezho edo an ofiser oc’h ho gedal var an huelen pe an dachen eleac’h ma tlient mervel, ez ejont di dioc’htu. Eur bopl ep niver a iea d’ho heul. Ar gristenien a zigoueze gantho var ho hent a stoue d’an douar, hag an daelou en ho daoulagad, ho fede da gaout sonch anezho en ho fedennou. Pa voant digouezet e troad ar grec’hien, kerkent ha ma veljont ar c’hroaziou pourchaset evitho, e redjont d’ho briata ; ar pez a lakeaz ar baianet souezetoc’h evit biscoas.

Var groaziou ar Japon ez euz, e traon an troad, eun dreuziaden var behini e pouez treid ar merzer, hag hueloc’h, eun dreuziaden all var behini eo evel azezet. Neuze e stager gant kerdin an divrec’h, creiz ar c’horf, an divorzet hag an treid. Lakat a rer dezho eur c’holier houarn da zelc’her reud ar c’houzoug hag ar penn. Pa vez staget ar merzer evelse, e saver ar groaz, hag he laker en toull great evithi. Neuze ar bourreo a gemer eun doare goaf pe lans, a zancl anezha e costez an hini so oc’h ar groaz, a dreuz ar merzer kez hag a laca he venveg da zont er meaz dre gichen ar scoaz. Avechou lod a vez toullet en daou du er memes amzer, hag evelse an tourmant criz-ze ne oufe ket padout pell.

Mont a reat da rei taol ar maro d’ar verzerien, pa velaz unan euz an tadou jesuisted he dad deut da lavaret dezhan an diveza kenavezo. —

— Guelet a rit, va zad, eme ar missioner, ne deus netra a gement na dlefemp da zilezel evit Doue.