Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —

voue eur Jeneral a arme hanvet Ucondono. Eun nebeut miziou araog, en doa guelet he dad o vervel, o veuli Doue beteg he huanad diveza euz ar c’hras en doa great dezhan da veza christen. Pa zavaz ar brud euz an hiskin, Ucondono a ioa e ti roue Congo, he vignon. Dont a reas da Veaco da gaout eun tad a gompagnunez Jesus hag a garie cals, evit gallout mervel gant an tad ze. Epad ma edo eno e tigouezas daou vap da c’houarner Tense a ioa digasset di gant ar memes c’hoant.

Eun Aotrou braz ha pinvidig, hag a ioa c’hoaz nevez badezet, a lakeas emban en he zouarou, e lacaje castiza an hini a glascje cuzet var he vestr, ha ne lavarje ket e voa christen, mar bije goulennet outhan. Eun all, gant aoun ne vije ket credet cregi enha, a ieaz, he bried hag hen da Veaco da gaout ar re a glaske ar gristenien. Hen a rene dre an dorn he vap, eur potrig nao pe zeg vloas, hag he bried a zouge etre he divrec’h eur verc’hig ha ne valee ket c’hoas. Eur c’har d’an Taïcosama, hag en doa bet tri Rouantelez digant an Impalaer, en em dennaz eleac’h ma edo an tadou Jesuisted, evit beza suroc’h da vervel gantho.

Rouanez Tango, hanvet Gras er vadiziant, a voue cavet eun dervez he merc’hed hag hi o labourat en dra c’hellent, oc’h ober dillad nevez ha caer, evit ma vijent, emezho, braoc’h en dervez bras. Ne velet a bep tu nemet tud a bep renc, oc’h evessat piz penauz e c’haljent caout an dro da anzao Jesus-Christ, dirag ofiserien an Impalaer. Ar merc’hed a reng huel en em zestume e tiez eleac’h ma c’houient ervad e vijent dizoloet kentoc’h. En eur ger, merc’hed ha goazed, coz ha iaouanc, oll e voant paravia o clasc gounit curunen ar verzerinti.

Eun dijentil euz a Bungo, o veza clevet e kemeret