Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —

soudardet hag a deu æz da veza mistri euz ar vro-ze, rag ar vissionerien hag ar gristenien o deus gounezet en em laca a du gantho. »

Kementse a voue avoalc’h evit lacat an Impalaer e counnar, hag ep dale e falvezas dezhan distruja an oll vissionerien a ioa deut di euz ar broiou all, ha ne ket epken ar vissionerien, mes c’hoaz an oll gristenien, kement hini o doa gounezet da Zoue, gant aoun na deujent d’en em glevet gant rouaned ar broiou all evit lamet ho stajou digantho. Setu penauz e caf ato an droug-speret var an douar likizien d’he zicour da ober an droug ha da ober ar brezel da Ilis Jesus-Christ.

Taïcosama o veza eta e counnar gant an aoun da goll he stadou, a c’hourc’hemennas cregi er vissionerien hag an nao a vis kerzu 1596, e voue paket nao missioner, tri a gompagnunez Jesus ha c’huec’h euz a urs Sant Fransez. An tri dad a gompagnunez Jesus a voa ginnidig euz ar Japon ; an tadou a urs Sant Fransez a voa eus a Spagn. An Impalaer en doa roet ive urz da gemeret hano an oll gristenien a zaremprede an ilizou en diou gaer Meaco hag Ozaca. An niver anezho a voa ker bras ma en devoue aoun an ofiser carget da ober an enclasc-ze, ha ma c’heanaz da gemeret hanoiou en eur lavaret ne falle ket d’an Impalaer goullonder ar vro o lacat an oll gristenien d’ar maro, mes epken e felle dezhan castiza ar vissionerien a voa deut di euz a leac’h all dre ma zeant a enep he urz. Kementse ne viras ket na deuaz ar brud e pep leac’h ez eat da zistruja an oll gristenien, hag ar c’helou-ze a gargas calonou ar gristenien euz eul levenez ker braz, dre ar c’hoant o doa da c’houzaon ar verzerinti, ma lakeant souezet oll ar baianet.

Ar c’henta a ziskoezaz an ïoul-ze d’ar verzerinti, a