Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/247

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —

hanoiou ar gristenien, a lavaras dirag an oll en doa guir da lacat he hano unan euz ar re genta. He hano a voue kemeret, ha neuze en devoa c’hoant da lacat he dud da gaout ar memes gras. Gouscoude e credas e vije guelloc’h evit he dad, den coz a bevar ugent vloaz ha badezet abaoue c’huec’h miz epken, en em denna en eun ti bennag var ar meaz eleac’h ne dajet ket d’he glasc. Hogen an tad ne fallas dezhan morse tec’het. Fallout a rea dezhan mervel evit Doue, mes mervel ar c’hleze en he zorn evel eur zoudart coz ma zoa. Mont a ra da Gambr be verc’h caer, hag he c’haf o c’hriat eur pez dillad. Guelet a ra ive ar zervicherien ha beteg ar vugale o pourchas gant prez lod ho chapelet, lod ho c’hrucifi, ha kementse oll abenn an dervez braz. O veza eat beteg he verc’h caer :

— Petra rit-hu aze, emezhan, va merc’h ?

— Griat a ran, emezhi, va dillad, evit ma chomint kempennoc’h en dro din pa vezin laket oc’h ar groas ; rag oc’h ar groaz e leverer e vezo staget an oll gristenien. An tad caer a jomas souezet oll o clevet kementse hag o velet an ear laouen euz he verc’h. Goude beza sonjet eur pennad, e taolaz he gleze kuit, e kemeraz he chapeled hag e lavaras : me fell din ive beza staget oc’h ar groas ganeoc’h.

Diou sclavourez iaouank a voue laket d’ar maro da genta, lazet gant ho mistri dre gassoni oc’h ar relijion gristen. Eun tad a zinac’haz ar feiz hag a glascas laoat he vap da ober eveldan. Ar map-ze n’en doa nemet deg vloaz. Hogen ne voue ket dare d’he dad he lacat da drei kein d’he Zoue ; pell dioc’h eno ; ar bugel a rebechas d’he dad he nebeut a galon, hag a zalc’has mad d’he relijion. Meur a vugel all a voue guelet c’hoaz o rei evelse ar skuer euz ar brassa nerz calon.