Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

gouzout piou en divije da genta ar gurunen a verzerinti. Prinset, prinsezet, gragez, merc’hed iaouanc, bugaligou, a velet oc’h ober ho fourchas, o kempen ho dillad abenn an dervez braz, hag oc’h huanadi varlerc’h an dervez euruz e pehini e tlient beza staget oc’h ar groas, pe gouzaon e c’hiz all ar maro evit Doue. Ar pez a verkimp ama so tennet euz a histor an Ilis scrifet gant an Aotrou Roherbacher, beleg.

II

Vardro anter ar c’huezecvet cantvet, Sant Fransez-Xavier en doa prezeget ar feiz er Japon, ha gounezet eno meur a vil ene da Zoue. Sant Fransez-Xavier a ieaz ac’hano etrezeg ar Chin, hag a varvas nebeut amzer goude. Hogen evit beza eat ho abostol digantho, christenien ar Japon a zalc’has da vont ato var gresc ; ar gristenien nevez a zerviche da vissionerien d’ar re ne anaient ket c’hoaz ar guir Doue. Evelse ez eus bet davet tud hiniennou euz an enezi (rag Rouantelez ar Japon ne deo nemet eun toullad enezi) deut couls lavaret oll da veza christenien ep ma vije bet missioner ebet en ho zouez. Ho amezeien eo o devoa ho c’helennet. Hogen euz an Europ ez eaz ive di missionerien all, dresit oll tadou a gompagnunez Jesus, evit peur ober an eost ma en doa Sant Fransez-Xavier digoret troc’h enha, da lavaret eo, evit kenderc’hel da skigna sclerijen ar feiz e mesc tud ar vro-ze. Epad eun tregont vloas bennag pe ouspen e voue lezet ar gristenien e peoc’h. Hogen an droug-speret a dlie beza e counnar o velet eur vro evelse a bez o trei kein dezhan hag o tigeri ho daoulagad d’ar virionez Evelse ne eanas ket ken n’en doa cavet an tu da laoat ober ar brezel d’ar Relijion.