Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —

eget pec’hi, an oll dourmanchou ar re grisa a gave an tiranted evit ho merzeria, mes c’hoaz abalamour ma tiskuezent eur basianted, eur garantez, eun dousder, eun humilite dispar etre daouarn ho bourrevien. Bez’on eus tro dalc’h mad da ziskuez ar memes vertuziou, p’eo guir e pe stad bennag e vemp, on euz ive dalc’h mad poaniou ha diezamanchou da c’houzanv. Gouscoude ar vertuziou-ze a vank deomp peurliesa ; ho c’holl a reomp kerkent ha ma teu an distera tra da stourm ouzomp. Penauz e c’hallomp-ni ta lavaret e zomp diskibien da Jesus-Christ ?

————


Merzerien ar Japon.
————
I

Evel ma zeus brema laket e reng ar zænt eur vanden verzerien euz ar Japon, e rafe marteze plijadur ober eun tamig anaoudegez gant an dud caloneg-ze o deus scuillet ho goad ha gouzanvet ar maro evit ar feiz. Pa lennomp buez ar verzerien o deus gouzanvet epad an tri c’hant vloas kenta euz an Ilis, e chomomp souezet hag ez eo tenereet hor c’halon o velet courach ar gristenien vad-ze, al levenez a ziskuezent e creiz an tourmanchou ar re grissa hag ar prez santel o devoa da c’houzaon ha da vervel evit Jesus-Christ. Mad, kement so tremenet a gaera hag a vurzudussa epad an tri c’hant vloas-kenta-ze euz an lliz, a zo tremenet ive er Japon epad ma zeo bet great eno ar brezel d’ar feiz ha d’ar relijion gristen. Guelet a reat ar gristenien calonek-ze paravia o clasc