Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —

Kenta a voue merzeriet er Japon e voue eur baourez kez, eur sclavourez. Christenien Firando o doa savet eur groas nevez eur pennadic dioc’h dor kear, ha mareou a veze, ez eant a vanden da dal ar groas-ze da lavaret ho fedennou. Eur sclavourez christen, hag e doa evit Mestr eur paien, eun den criz, a iea ive bemdez, petra bennag ma en doa he Mestr difennet outhi mont. Eun dervez o veza gouezet oa bet adarre, ez eaz e counnar outhi, hag e c’hourdrouzaz he laza mar daje ken. Hi a respontas ne rea ket ar maro aoun d’ar gristenien, e kendalc’hje d’he zervicha euz he oll gallout evel m’e doa great bete neuze, mes ne alle ket ken nebeut mancout d’he dever e kenver Doue he c’henta Mestr ; hag antronoz ez eaz adarre da dal ar groas. Ar paien fuloret a redas var he lerc’h, pa ellas gouzout e voa eat. Ne deas ket a bell n’he guelaz o tont en dro. Kerkent e tenn he zabren hag e chom d’he gortos. Ar gristenez caloneg ep diskues an distera strafuil, a deuas beteg enha, en em lakeas var he daoulin, a zoublaz he fenn, hag an den criz he dibennas gant eun taol. Ar gristenien a gasas gantho ar c’horf hag hen lakeaz en douar gant henor. Trugarecat a reant Doue euz an nerz en doa roet d’ar baourez kez-ze, hag en em gourachent da gemeret skuer diouthi.

An dra-ze ne voa nemet eun taol en eur dremen, ha ne glasket ket c’hoaz a iskin oc’h ar gristenien. Hogen divezatoc’h e voue c’hoezet en ho enep an tan euz ar bersecution.

Ar Japon, evel m’on eus lavaret, so eur vanden enezi. E pep hini euz an enezi-ze ez eus eun doare Roue pe c’houarner, ouspen ar brinset hag ar ro vras skignet ama hag ahont. Ouspen-ze ez euz, en enezen vrassa, daou Roue pe daou Impalaer hag o deus gallout var ar re all oll. An daou Impalaer-ze