Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —

ioa o sellet a gemeras kement a aoun, ma en em lakejont da grial o c’houlen ma vije digoret he lok dezhi. Galvet e voue ar glezeidi evit peurlaza ar verzerien.

Maxim a c’hourc’hemennas ma vije laket ho c’horfou etouez corfou ar glezeidi a ioa bet lazet, hag e lakeas dek soudart d’ho dioual epad an noz, gant aoun na deuje ar gristenien d’ho c’herc’hat ha d’ho c’has gantho. Mes pa voa deut an denvalijen, e teuaz eur goal var arneu ; ar gardou a ieas da glask an disc’hlao, hag ar gristenien a c’hellas sevel ar c’horfou ; eur sclerijen vurzuduz o para varnezho a reas dezho ho anaout. Ho zamma a rejont gant respet var ho diouscoaz, hag ho doukjont var ar meneziou tosta. Eno ho c’hasjont en eur c’havarn eleac’h ma c’houient ervad ne dajet ket d’ho c’hlask.

Ar gouarner a bunisas gant rigol ar gardou dre n’o devoa ket diouallet mad ar c’horfou-ze. Tri gristen birvidik, Felix, Marcian ha Veruz en em dennaz er c’havarn e sonch mad da dremen eno ar rest euz ho buez e kichen corfou ar verzerien santel. Tri dervez goude merzerenti an tri zant-ma, ar gouarner Maxim a guiteas kær Anazarb. Christenien ar geer-ze a gasaz ar scrit-ma da iliz Icoon, o pidi ar gristenien ac’hano d’hen rei da anaout da gristenien Pisidi ha Pamphili, evit en em greaat er feiz oc’h he lenn. An tri merzer santel a echuaz ho merzerinti d’an unneg a viz here, ha d’an deis-ze eo merket ho gouel gant ar re o deus destumet hanoiou ar verzerien.

Souezet omp, ha ne ket eb abeg, o velet pebez courach, pebez ners-calon a ziskueze ar verzerien ; hogen ha sonjet mad on eus-ni petra a rea d’an ners calon-ze beza burzuduz ? Burzuduz oa ho ners-calon, ne ket epken abalamour ma c’houzanvent, kentoc’h