Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

Mont a rejomp, eme an hini en deus scrifet an actou-ma, tosta ma c’hellemp dezho, o tioual gouscoude na vijemp guelet. Ar guel euz hor breudeur laket er stus-ze a reas deomp scuilla daelou, ha zoken calz euz ar re a ioa o sellet ne c’heljont ket miret da vouela ive.

Kerkent ha ma voue guelet ar verzerien o tont, an oll a jomas sioul. Grosmol a zavaz etouez an dud a enep crisderi ar gouarner. Meur a hini zoken a lezaz ar c’hoariou hag a ieaz en dro e kær.

Ar gouarner, droug enhan, a lakeas dioual an oll hentchou evit na daje den kuit ; gourc’hemen a reaz evesaat piou a glascje en em denna, evit ma c’halje goulen outho perag e reant evelse. Lacat a reas loskel meur a loen gouez pere, evel pa vije eun dra bennag oc’h ho delc’her, ne dostejont ket oc’h ar verzerien. O velet eun dra ker burzuduz, ar gouarner, counnar enhan, a lakeas bazata ar re o devoa ar zoursi euz al loenet gouez, evel pa vijent a unan gantho. An dud reuzeudik-ze, o velet e c’hourdrouzet anezho euz ar maro, a loscaz eun ourz en doa lazet tri den en dervez-ze. Mes al loen-ze a ieas goustadik varzu ar verzerien, hag en em lakeas da lipat gouliou Andronic. Ar merzer hen egasas, mes ne reas van. Maxim, eat er meaz anezhan he unan gant he gounnar, a reaz laza an ourz etre treid Andronic.

Terensian en devoa aoun evithan he unan, hag a lakeas loskel eul leonez cris meurbet. Iudadennou al loen-ze a strafuillaz ar re dizaounica euz an dud a ioa o sellet. Gouscoude pa voa deut da gaout ar verzerien, a ioa astennet var an douar, e c’hourvezaz ehars treid Tarac, hag en em lakeas d’ho lipat. Maxim, an eonen en he c’hinou kement a gounnar a ioa enhan, a lakeaz he hissa. Neuze al leonez, eat e fulor, a lescaz iudadennou ker skrijus, hag ar re a