Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

Prob. — Ho tan n’en deus ket a domder, da viana ne zantan ket he ners.

Maxim. — Astennit-hen var ar marc’h coat, ha scoit var he gein gant lerennou ken na vezo kignet he ziouscoas.

Prob. — Kement a rit a zo evel netra ; claskit eun tourmant nevez bennag hag e velot gallout an Doue a zo enhon hag a ro ners din.

Maxim. — Touzit he vleo ha goloit he benn gant glaou tan.

Prob. — Devet oc’h eus va fenn ha va zreid ; guelet a rit e choman gouscoude fidel d’am Doue hag e tisprijan ho tourmanchou. Va Doue am saveteo ; ho toueou avad ne c’hellont nemet coll ar re ho ador.

Maxim. — Ne velez ket-ta ar re ho ador ama en dro din, henoret gant ar re vad ha gant an impalaered ? Fae a reont oc’h da velet, te ha da gompagnuned.

Prob. — Credit ac’hanon, ma n’o deus ket a geus d’ar pez a reont ez aint oll da goll, rag a enep ar vouez euz ho c’houstians, ec’h adoront idolou.

Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit deski dezhan lavaret an Doueou ha ne ket Doue.

Prob. — Disleal oc’h oc’h va skei hag o tispen din va bizach pa lavaran ar virionez.

Maxim. — Me lacai troc’ha da deot dit ive, evit miret ouzit da vlasfemi, hag ober dit senti.

Prob. — Ouspen an teod-ma, em euz eun all diabarz enhon ha ne varvo morse, ha var an teod-ze n’oc’h eus gallout ebet.

Maxim. — Casit hema d’ar prizon ha digasit din an trede.

Pa voa digaset Andronic, Maxim a lavaras dezhan :

— Da gompagnonet ne felle ket dezho senti da