Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

genta, hag eo bet red ho zourmanti evit dont abenn anezho. Abarz ar fin o deus sentet, hag int bet recompanset mad evit ho zentidigez. Ma ne fell ket dit beza tourmantet eveldo, deus dioc’htu da zacrifia d’an Doueou, hag e vezi henoret gant hor prinset. Mar kendalc’hez da veza pennok, me hen tou dre an Doueou ne varvont ket ha dre an impalaered ne c’hell den ho zrec’hi, e veli petra a goust va lacat e counnar.

Andronic. — Perak clask va zrompla dre ho keier ? Va mignonet n’o deus ket nac’het ar guir Doue, ha pa o defe great, evidonme ne gometin biken eun hevelep torfet. An Doue a adoran en deus roet din an armou euz ar feiz. Jesus-Christ eo va Zalver ha va ners, hag evelse ne zoujan nag ho callout, nag hini ho mistri, nag hini ho toueou. Ober a c’hellit an amprou a gementse, oc’h ober din gouzanv an tourmanchou ar re grisa a gavot.

Maxim. — Stagit-hen oc’h peuliou, ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.

Andronic. — N’eus netra a nevez nag a zispar en tourmant-ze.

Athanaaz a lavaras d’ar merzer :

— Ho corf ne deo nemet eur gouli adaleg ar penn beteg an troad, hag e cavit ne deo netra an dra-ze ?

Andronic. — Ar re a gar an Doue beo a gemer an dra-ze evit netra.

Maxim. — Frotit c’hoalen dezhan oc’h he gein.

Andronic. — Gourc’hemennit, me ho ped, ma vezin sallet ferm ; suroc’h e vezin da chom ep breina ha da c’hallout gouzanv ho tourmanchou.

Maxim. Troit-hen, ha scoit var he gof, evit digeri he c’houliou kenta.

Andronic. — Guelet oc’h eus, pa zoun digaset