Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —

Maxim. — Avoalc’h evit brema ; me a gavo tourmanchou nevez evit ober dit lezel da follentez.

Tarac. — Va c’haout a reot ato prest da c’houzanv ho tourmanchou.

Maxim. — Casit-hen d’ar prison, ha digasit eun all din. Prob a voue digaset, ha Maxim a lavaras dezhan :

— Sonjet mad ec’h eus-te brema ? ha prest out-te da zacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ?

Prob. — Dont a ran dirazoc’h gant eun ners nevez. An tourmanchou am eus gouzanvet n’o deus great nemet caledi va c’horf ; va ene zo creoc’h evit biscoas ; her guelet a reot mar kirit. Bez’em euz en Env eun Doue beo a zervichan hag a adoran ; ne anavezan hini all ebet.

Maxim. — Petra, reuzeudik, hon Doueou-ni n’int ket beo ?

Prob. — Ha kemeret a c’heller evit traou beo skeudennou mein ha coad, great gant daouarn tud ? Ne ouzoc’h ket petra a rit pa zacrifiit dezho.

Maxim. — Den divez ma zout, deus da viana da zacrifia d’an doue bras Jupiter ; ne c’houlennin ken diganez.

Prob. — Penaoz e c’hellit-hu rei an hano a Zoue d’an hini zo en em zaotret dre an torfejou ar re vrasa hag ar re vezusa ?

Maxim. — Scoit var he c’hinou gant eur mean, evit miret outhan da vlasfemi.

Prob. — Perak va skei evelen ? N’em eus lavaret euz a Jupiter nemet ar pez a c’hoar ar re hen ador ; n’em eus lavaret nemet ar virionez ; me ho kemer oc’h unan da dest.

Maxim. — Lakit an houarn rus dezhan var he dreid.