Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —

teufac’h, c’hui hag an impalaered da lezel ho tallentez ha d’en em drei oc’h ar virionez a gas d’ar vuez !

Maxim. — Scoit gant eur mean var he zivoc’h, ha grit dezhan dilezel he follentez.

Tarac. — Ar follentez ze a zo eur guir furnez.

Maxim. — Setu da oll dent torret, reuzeudik ; es pe truez ouzit da unan, deus da gaout an aoter da sacrifia d’an Doueou, evit espern dit da unan tourmanchou c’hoas crisoc’h.

Tarac. — Ha pa lacafac’h va c’horf a damou, morse ne reot din chench creden, rak Jesus-Christ eo a ro din ners da veza trec’h deoc’h.

Maxim. — Me vouezo da barea dioc’h da follentez. Digasit glaou ruz ; astennit he zaouarn dezhan azioc’h an tan ken na vezint devet.

Tarac. — N’em eus ket aoun rag an tan-ma ; he nerz a dremen buan ; rag an tan eternel avad em euz aoun.

Maxim. — Guel da zaouarn devet oll ; netra eta ne c’hello ober dit beza fur ; deus da sacrifia.

Tarac. — Mar oc’h eus tourmanchou all e c’hellit ho implija ; esper am euz e vezin trec’h dezho oll.

Maxim. — Stagit-hen a istribil a bouez he dreid, ha lakit he benn a zioc’h moget teo.

Tarac. — Goude ma em eus gouzanvet an tan, penauz e c’helfen-me caout aoun rag ar moged ?

Maxim. — Skuillit guinegr ha c’hoalen en he zifron.

Tarac. — Ho kuinegr a zo dous evidon, hag ho c’hoalen a gavan goular.

Maxim. — Meskit moutard gant ar guinegr, ha tolit-hen en he zifron.

Tarac. — Ho ministred o deuz ho tromplet : mel eo o deus roet din, ne ket moutard.