Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

deuz an impalaered disprijans evit Doue ! Tourmantit anezhan c’hoas goasoc’h ; broudit dezhan he gostezion.

Andronic. — Emaoun etre ho taouarn ; mestr oc’h d’am c’horf.

Maxim. — Lakit c’hoalen oc’h he c’houliou, ha frotit he gosteziou gant tamou teol torret.

Andronic. — Ho tourmanchou o deus roet d’am c’horf eur guir frescadurez.

Maxim. — Me rai dit mervel dre eur maro hag a vezo pell o tont.

Andronic. — Ho courdrouzou ne reont ket a aoun din ; va c’hourach a zo trec’h da gement tourmant a oufe ho crueldet da ivanti.

Maxim. — Chadennit dezhan he dreit hag he c’houzoug, ha dalc’hit-hen striz en eur prizon tenval.

Setu ar c’henta goulennou a voue great oc’h ar verzerien santel e Tars. Neuze e vouent caset da gær Mopsuest eleac’h ma ouent digaset adarre dirag al lezvarn.

Flavius Clemens Numerian Maxim, o veza azezet var he dribunal, a lavaras d’ar c’hantener Demetrius : Digasit ama an dud dizuch-ze a heul Relijion ar gristenien.

— Emaint ama, Aotrou, eme ar c’hantener.

Neuze Maxim a lavaras da Darac :

— Evit calz e respeter ar gosni, abalamour gant an oad e teu ive dezho skiant ha furnez. Mar ec’h eus tennet frouez euz an amzer am eus lezet ganhez, e pezo me voar vad, chenchet santimant. Evit guelet ha guir eo kementse e c’hourc’hemennan dit brema sacrifia d’an Doueou ; o senti e veriti istim da vistri.

Tarac. — Christen oun, ha plijet gant Doue e