Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

Maxim. — Troit anezhan, ha scoit ganthan var he gof.

Prob. — Aotrou, va Doue, sicourit ho servicher.

Maxim. — Goulennit diganthan, epad ma her scoit, peleac’h ema he zifennour ?

Prob. — Va difen a ra, hag e raio ; ha ken nebeut a fors a ran euz ho tourmanchou, ma na rin biken ar pez a c’houlennit.

Maxim. — Guel, reuzeudik, da gorf dispennet, hag an douar goloet oll gant da c’hoad.

Prob. — Seulvui e c’houzanv va c’horf evit Jesus-Christ, seul vui e teu nerz ha buez em ene.

Maxim. — Chadennit dezhan he dreid hag he zaouarn ; lakit-hen er c’hefiou ha grit d’he zivesker rampla beteg ar pevare toull, ha na lezit den da vont da louzaoui he c’houliou.

Pa voue digaset an trede euz ar verzerien santel dirag ar barner, Maxim a lavaras dezhan :

— Pe hano ac’h eus ?

Andronic. — Va guir hano eo christen, hag an hini oar boas da rei din etouez an dud eo Andronic.

Maxim. — A be lignez out ?

Andronic. — Va zad a zo unan euz ar re genta e kær Efez.

Maxim. — Ador an Doueou, ha sent oc’h an impalaered a zo hon tadou hag hor mistri.

Andronic. — An drouk-speret eo ho tad, pa rit he oberou.

Maxim. — Den iaouang, ober a rez da botr mad ; ha gout a rez-te em eus tourmanchou e pourchas ?

Andronic. — Me a zo e pourchas evit kement a c’hell digouezout ganhen.

Maxim. — Diviskit-hen, lakit dezhan eur c’houriz, hag astennit anezhan var ar marc’h-coat.