Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

— Truez am euz ouzit ; heuil va ali ha savete da vuez en eur sacrifia.

Tarac. — Dalc’h da ali evidout da unan, ministr Satan.

Maxim. — Liamit anezhan gant chadennou teo, ha casit-hen d’ar prison.

Ar c’hantdener a zigasaz an eil cosa euz an tri merzer, ha Maxim a choulennaz outhan :

— Pe hano ac’h eus ?

Prob. — Va c’henta, va henorapla hano eo Christen, mes er bed em galver Prob.

Maxim. — A be vro out ? a be lignez ?

Prob. — Va zad a ioa euz an Thras, euz a douez ar bobl oun savet ; ganet oun e Sid, e Pamphili, hag ec’h heuillan al lezen gristen.

Maxim. — Da hano ne dalvezo dit da netra. Cred ac’hanon, deus da sacrifia d’an Doueou, hag e pezo va mignoniach ha grad vad an impalaered.

Prob. — Kementse oll ne dal ket dinme eur billen. Me am oa danvez a zoare hag am euz ho dilezet evit servicha an Doue beo, dre Jesus-Christ.

Maxim. — Tennit he zillad diganthan ; lakit dezhan eur c’houriz ; astennit-hen ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.

Epad ma scoet evelse var ar merzer, ar c’hantener Demetrius a lavaras dehan :

— Bez truez ouzit da unan, va mignon ; guel an douar goloet gant da c’hoad.

Prob. — Grit ar pez a gerot eus va c’horf ; ho tourmanchou a zo evidonme eul louzou a c’hoez mad an dudiusa.

Maxim. — N’euz louzou ebet eta oc’h da follentez ? Petra a c’hellez-te da esperout ?

Prob. — Furoc’h oun egedoc’h-hu, rak ne adoran ket au drouk-sperejou.