Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

Tarac. — Ia, hel lavaret a ran c’hoas, tud int, hag evel tud ez int tromplet.

Maxim. — Deus da sacrifia dan Doueou, ha les da follentez.

Tarac. — Ne c’hellan ket trei kein da lezen Doue.

Maxim. — N’eus ken lezen, reuzeudik zo ac’hanout, nemet an hini a heuillomp-ni.

Tarac. — Eun all a zo, ha c’hui he zor oc’h adori labour ho taouarn, skeudennou coad ha mein.

Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit cas he follentez diouthan.

Tarac. — Ar pez a c’halvit follentez eo silvidigez va ene, ha biken n’he dilezin.

Maxim. — Me rai dit he dilezel brao, me as contragno da veza fur.

Tarac. — Grit a gerot gant va c’horf ; ema etre ho taouarn.

Maxim. — Diviskit-hen, ha scoit varnhan gant guial !

Tarac, epad, ma her scoet. — Brema em rentit e guirionez fur. An taoliou a lakit da rei din a ro din ners ; creski a reont va fizians e Doue hag e Jesus-Christ.

Maxim. — Penauz e c’hellez-te nac’he ve Doueou, p’eo guir e leverez da unan e servichez daou Zoue ? Ha ne c’heus-te ket roet an hano a Zoue da unan bennag hag a c’halvez Christ ?

Tarac. — Ia, rag hennez eo map an Doue beo, esperans ar gristenien, silvidigez kement hini a c’houzanv dre garantez evithan.

Maxim. — Les an diotach-ze ha deus da sacrifia.

Tarac. — Ne d’oun ket ar pez a zonjit. Pemp bloaz ha triugent am eus ; savet oun bet er virionez, ha ne c’hellan ket trei kein dezhi.

Ar c’hantdener Demetrius, oc’h ober neus da gaout truez oc’h merzer, a lavaras :