Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

Mad, p’eo guir goude kement a drubuillou, Doue a deuas da zonch dezhan euz a Job, hag a rentas dezhan kement en doa collet ha muioc’h c’hoas ; p’eo guir Job a voue perc’hen adarre d’he zouarou hag a deuas da veza ar c’hef euz eul lignez caer ha niverus ; p’eo guir e varvaz e peoc’h ha carget a vennoziou ; oh ! plijet gant Doue e teufe hon reuziou da echui ive evelse, ma velfemp justis Doue abaskeat, ar peoc’h digaset deomp en hevelep doare ma c’hello ar beleg, an den Doue, an den a urs, tremen dre ruiou kær benn ar gatoliked ep clevet cana pouil dezhan hag he c’hourdrouz euz ar maro. Setu ar pez a garfen da velet.

« Daoust petra a vezo, gouzout a reomp en deus lavaret Doue e talc’h en he zorn an nizerez evit dispartia ar plous dioc’h ar greun mad : hag evelse e vezo guelet an dervez e pehini an dud difeiz a ra ho fouge da veva ep Doue, a vezo laket e mesk ar plous, ne ket evit beza luduet gant an tan, mes evit devi epad an eternite. Ia dont a rai an deiz-ze, ha neuze Doue a c’halvo an eneou choazet, ha reketi a ran e veac’h oll en ho zouez, evit ho lacat en he c’hrignolou, da lavaret eo evit ho c’has d’an env d’he veuli epad an eternite.

« Goulen a ran ar genta euz an diou c’hras-ze, mes muioc’h e c’houlennan c’hoaz an eil, abalamour ma zeo suroc’h, caeroc’h, padusoc’h dre ma ro ar guir da c’hellout meuli Doue ep eana mui.

« Ia, o va Doue, hounnez eo ar beden a ra ouzoc’h ho vikel var an douar ; troit ho sell varzu ar bobl paour-ma. C’hui oc’h eus plantet ar vinien ma, hag oc’h eus-hi trempet gant ho coad prisius. Digaset oc’h eus da Rom Sant Per ho kenta vikel ; hag ama, e Rom, eo en deus Sant Per echuet he verzerinti evit starda ar feiz en doa prezeget. Va Doue !