Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/208

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

Carget oc’h euz anezhan a vadou ha roet dezhan cals bugale. Lamit an dra-ze diganthan, hag e velot pegement ho caro !

« Doue a ro da Zatan an otre da lamet digant Job he vugale hag he zanvez. He vugale zo flastret dindan an ti pilet varnezho ; he oll loenet a ia gant al laer.

« Job zo deut paour, mes chom a ra fidel. An drouk-speret a deu eun eil guech.

— Caer ac’h eus bet, eme Zoue, Job a zo ato just, hag a gendalc’h d’am servicha.

— Croc’hen evit croc’hen, eme Satan. Va list d’her skei hag e velot.

« Satan en devoue an otre, ha gouzout a rit e pe stad e lakeaz an den santel pehini gouscoude a zalc’has mad da Zoue.

« Pe me en em drompl, va bugale ger, pe an drouk-speret en deuz hirio ar memes frankis da redek dre ar bed ha d’en em gemeret oc’h an oll eneou. (Ama ar re a zilaoue ar Pap a ziskuezas beza strafuillet).

« Doue a c’helfe beza lavaret d’an drouk-speret : A beleac’h e teuez-te ? Da beleac’h e zez ? — Great em euz an dro d’an douar, eme Satan. — Doue a c’hell beza lavaret dezhan dija : Neuze e c’heus guelet ken aliez a vanden catoliked, kement a romaned vad, ken aliez a ene dibab hag a gar ar vertuz, ar feiz hag ar relijion, ha kementse dre an douar oll, en Itali, en Europ hag e leac’h all ? Hogen mar ec’h euz ho guelet, e c’houzout ive, daoust dezho da veza mac’het, dismeganset, flastret, e kendalc’hont d’am douja ha d’am c’haret, e kendalc’hont da zarempret an ilizou, ha d’am fidi, dirag an aoteriou, da zevel va dorn ha da zont d’ho zicour, evit ma c’hellint erfin en em gaout dizafar hag e peoc’h,