Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

bizitit eta ho kuinien ; sellit outhi, guelit he zrubuillou, ha savit ho preac’h evit he bennigen.

« Bennigit an dud iaouang evit na vezint ket taget gant ar vreinadurez. Bennigit an tadou evit ma raint ho gallout da zevel mad ho bugale. Bennigit ar mamou, ma o devezo eur gonsolasion bennag en ho anken. Bennigit ar bobl-ma oll, ar re zo ama hag ar re n’emaint ket, ha grit ma vezint oll din eun deis da gana ho meuleudiou epad an eternite er barados. »

————


Loiza Lateau
————

Setu ama eur ger bennak divar benn eur plac’h iaouang euz ar Beljik, hanvet Loiza Lateau, a ia bep guener er meaz anezhi he unan hag a zoug ar mercou a c’houliou hor Zalver.

Setu ama eur pennad euz eul lizer scrifet gant eun Tad Cabusin a zo bet oc’h he guelet. An tad ne ra nemet merca comzou ar medesin a vez var he zro.

« Da uneg heur anter, eme an Tad Cabusin, e c’hellis mont en he c’hamprig a zo henvel oc’h lochen eur manac’h. Azezet oa en eur c’horn, e kichen he guele, he daouarn goloet gant eun tam lian a ioa treuzet a dachadou gant ar goad.

« Respont a reas gant ar brasa dousder hag humilite da gement a c’houlenniz outhi. Clevet em eus ganthi ne devoa ket cousket abaoue an tregont a viz ebrel (an dra-ma a voa d’an derveziou diveza a vis guengolo), hag abaoue ken nebeut ne devoa