Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

tel ! santez Anna ! Bevet ar feiz, ato ! ato ! bevet ar Frans ! Ne c’hellan ket merca oll kement cri zo bet losket ; re hir e ve va fennad scrit.

Aotrou Escop Guened en deus lavaret c’hoaz en doa scrifet d’an deputeet christen a Vreiz evit rei dezho da c’houzout e tlie beza pardon e Santez Anna d’an 8 a vis kerzu. Respontet o deuz e kemerent oll perz enhan, hag evit hen diskuez o deus digaset eur baniel en ho hano. Dioc’h ma’m eus clevet ar jeneral Sonis hag an Amiral euz a Loriant a ioa eno.

Goude aotrou Escop Guened en deus roet ar venediction abostolig en hano ar Pap. Evelse eo echuet ar penn dervez-ze en devezo great kement a vad da galon an oll bardonerien. Hag evel pa vije falvezet da Zantez Anna na vije amzer vad nemet evit an ofis epken, kerkent ha ma voa echu, e teuas glao, ar pez a viras na c’heljot distrei e prosesion da Alre evel ma voa sonch, ha ma vouet glibiet eun nebeut o tont di hag o c’hortos mont er woagoniou.

Hogen ar pardon a ioa great ep darvout, ep an distera trous na freuz, hag an oll a zistroe d’ar gær leun a laouenidigez. Euz a Alre da Gemper, ar pedennou zo bet great hag ar c’hanticou canet tost da vad evel en eur vont.

En distro, dre gement gar ma tremenemp, e velemp hid a vandennou deut evel evit goulen lod euz ar grasou on doa bet digant patronez Breiz-Izel. E Kemper dreist oll e voat souezet o velet an ingroez tud a ioa en em zestumet var dro ar gar. Lavaret a rajet e voa deut kær oll a ziarben d’ar bardonerien, ne ket evit ho goapaat pe ober hu varnezho, mes gant mall ho guelet, evel pa vijent bet pell amzer er meaz euz ar gear, evel pa o divije prez da glevet gantho hag hi o devoa bet ho mennad digant Santez Anna.