Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

Hogen an dervez-ze a vezo, ep mar, hano anezhan dre Vreiz-Izel, ha bez’e vezo bet ive, a c’hellomp esperout, evit hor bro hag ar Frans oll, eun dervez a c’hras hag a vennoz. Mar teuer da goll ar feiz oc’h henti tud dizoue, ar guel euz ar re o deuz feiz cre a dle ive dihuna ar feiz-ze er c’halonou eleac’h ma zeo toc’hor, ha cridi a ran, mar doa e Santez Anna tud a nebeut a feiz, ar guel euz a gement a bardonerien caloneg, ar guel euz a gement a zo tremenet eno a dlie beza avoalc’h evit ho distrei oc’h Doue, ha digeri ho daoulagad d’ar sclerijen.

————


Unan a brezegennou ar Pap Pii IX.
————

Setu ama eur pennad prezegen great gant hon Tad Santel da dud teir barrez euz a gær da bere e roe digemer. Vardro daou vil pemp cant den a ioa anezho. « Euz an teir barrez a velan ama hirio oc’h ober eur gurunen ker caer ha ker skeduz en dro din, ez euz unan hag oun bet guechall o chom enhi, en eur gouent, e kichen person ar barrez. Abaoue ez eus pell, tremen antercant vloas. Sonch mad am euz ez eus c’huec’h vloaz hag antercant abaoue, hogen ar zonch-ze a ra ato plijadur din......

« Ne dremen ket eun dervez, eun heur zoken, na deo red ato brezelecat evit difen guiriou al lealdet hag ar virionez. Bep momet ema dirazomp ar re voasa a enebourien an dud ; birvi a reont o clask difen ho guiriou fauz hag o clask ho lacat da c’hounit dre ners, dre drubarderez ha dre finesse. An enebourien vras-ze, her gouzout a rit, eo an drouk--