Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

dona ; an dud difeiz-ze a dle beza scrignet ho dent ; ho zeod avad a vezo chomet ep finval ; n’edo ket ar mare evithan da vont en dro. Guelet o deus, mar greont-hi avechou leou milliget, en denvalijen, en ho assambleou cuz, ar gristenien, pa o deuz eul le da ober, her gra e creiz an deiz, oc’h sclerijen an heol, dirag an oll, ha gouzout a reont e talc’h ar gristenien vad guelloc’h d’ho le evit na reont-hi. An act a feiz-ze, ar vouez-ze euz a bardonerien Breiz, a dle beza savet beteg an Env, hag a dle, ep mar, beza plijet da Zantez Anna o velet he bretoned vad o choaz he chapel evit rei dirag ar bed oll eur merk a feiz euz ar vent-ze.

An nemorant euz a brezegen aotrou Escop Naoned, a zo bet trouc’het gant ar c’hri : ato ! ato ! bevech ma cave ar bardonerien tro d’hen lavaret.

Goude ar brezegen-ze, aotrou Escop Guened en deus kemeret ar gomz evit lavaret ez ea da rei ar venediction en hano ar Pap. Kemeret en deus da destou an oll bardonerien ne voa eno hano ebet euz ar pez a c’halver politik, da lavaret eo, den ne zonje eno da veuli na da vlam gouarnamant ebet. Hag e guirionez ne ket traou evelse eo a ioa e sonch ar bardonerien. Pephini anezho en doa he vennad da c’houlen, hag her goulenne calonek. Da bardona oant eat, ha pardon a c’houlennent en ho hano ho unan, en hano Breiz, en hano ar Frans.

Lavaret en deus goudeze e voa hon Tad Santel unanet gant pardonerien Santez Anna. Evithan da veza prizonier er Vatican, e voa asperet en ho zouez, hag ez eant da gaout he vennoz, gant induljans leun evit ar bardonerien, evel pa vije bet he unan oc’h he rei Neuze e tirollaz an daelou hag ar c’hri : Bevet an Tad Santel ar Pap ! bevet an ilis santel ! bevet ar relijion ! bevet Jesus-Christ ! ar Verc’hez san-