Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

vans nemet evit daou pe dri dervez. Mad, mont a rejont gouscoude var ar vag paour-ze. ep nadozen-vor, ep gouel, ep stur ; roueou epken o doa evit ren ho bag. An distera sourrat avel, an distera tars a elle ho strinca e gouelet ar mor. Dont a reas avel gre, hag e velent dirazho listri bras broustet, divergnet, bruzunet, hag hi a chome ato var gorre. Credi a ellit an dud keiz a bede calounec Santez Anna. Tremen a rejont daou, tri, pevar dervez, ha ne velent emet ar mor oc’h eonenna. N’o doa mui tam bevans, hag ez eant da vervel gant an naoun. Gouscoude pa na voant ket eat d’ar guelet, ec’h esperent ne vijent ket dilezet gant patronez Breiz-Izel. D’ar pempet dervez, pa gomanse an naoun da gregi enho, e veljont an douar. Edont tost da enez Majork ha da bors-mor Palma. Tud ar gær-ze a deuas a vanden d’ho guelet o touara gant eun hevelep bag, hag oll e velent sclaer n’ho doa gallet chom var an dour gant eur vag evelse, nemet dre eur burzud. Hag evit n’en divije den ebet douet var gementse, ar vagic paour, kerkent ha ma voant eat anezhi, a ieas dioc’htu d’ar gouelet.

Tadou an drugarez eo a zigemeras an dud keiz-ma en ho zi, hag ho lakeas ep dale e stad da vont da drugarecat ho madoberourez. Goudeze e lekejont tenna eus ar mor ar vagig burzudus pehini ne eljont da gaout nemet a damou ; hag e lakejont an tamou-ze en ho ilis evel eun testeni eus a c’hallout hag a vadelez Santez Anna.

————