Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —


Pelerinach Pont’n abad.
————

Kement ma a voa er bloas 1634. Eur c’hlenvet stagus a zistruje kær hag a greske bemdez. Ar re binvidic, gant ho aoun, o doa kemeret an teac’h, hag ar re baour, dilezet e creiz ho dienez, a varve evel kellien. An tadou Carmez, deut di da chom eun nebeut a voa, a rea ho oll gallout evit sourcial eus an dud reuzeudic ; mes ar c’hlenvet a zammas ive cals anezo, ha ne jome mui gantho netra da rei. Neuze an tad Priol, pehini a voa bet ive priol e santez Anna, en em vouestlas da vont di e pelerinach en hano he oll vreudeur. Pa voue clevet kementse, oll dud kaer en em vouestlas da vont ive d’he heul ; ha kerkent e c’heanas ar c’hlenvet. Leun a anaoudegez vad e fallas dezo ober ho felerinach dioc’htu ; ha setu ama penaus :

Eur zulvez, mintin mad, e voue canet an oferen en ilis Carmez, hag an oll belerinet a gommunias eno. Eur brezegen a voue great evit deski d’an oll pe seurt sonjou a dlient da gaout o vont da zantez Anna, ha neuze en em lekejont en hent. E penn ar brocession e voa ugent manac’h, hag ar groas en ho raog. Goudeze e teue daou berson mad eus an amezegez, gantho pep a baniel da zantez Anna. Ar voazed a voa renket tri ha tri, hag en ho fenn e voa ar Senechal pehini, evithan da gaout deg vloas ha triugent, a falvezas dezan ober ar veach var droat. Varlerc’h e voa ar merc’hed, renket ive teir ha teir.

Mont a rejont da genta da chapel sant Roch,

11