Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

ho c’hreden, hag en em lakeas d’en em erbedi oc’h Santez Anna. Kerkent an Durket a gollas en eun taol ho c’hristeri, hag e leschont ar vartolodet christen da vont d’an douar var aodjou Portugal.

Eur c’habiten eus a Naonet, o veza gouezet oa het kemeret he vap, ha guerzet d’an Durket, a fallaz dezan en he anken mont he unan da vro Sao-Heol evit dasprena ar map-ze. Mes o treuzi ar mor creiz e voue kemeret he unan gant ar forbanet ha casset var aodjou an Afric. Tremen a ra tri bloas en eur stad an truezussa, goal gasset e pep giz, ep esperans ebet mui da gaout he vap na da velet morse he vro garet Breiz-Izel. Pell a ioa ne c’hortoze mui nemet ar maro, ha gouscoude ne alle ket miret ne deue avechou en he speret ar zonch eus he vro muia caret hag eus an derveziou euruz en doa tremenet eno. Epad ma tremene an traou-ze dre he speret, e teuas ive sonch dezan eus a Santez Anna hag euz ar burzudou en doa clevet lavaret a rea. En em voestli a ra da vont ; mar gell morse guelet he vro, da Zantez Anna en eur glasc he vouet. Neuze e teu fizians en he ene, hag en em laca da glasc an tu da dec’het. He vestr a jome tost d’ar mor, hag evel m’en doa fizians en he sclavour, n’hen dioualle nemeur.

Ar sclavour keaz en em gleo gant c’huec’h christen all, hag e clascont an dro da ober eur c’hoz bagig bennag hag a alfe ho dougen eun nebeut var ar mor. Ne aljont caout na coat, na plench ; gant brouan ha cors ha coz tamou lian coaret e rejont eun doare bag. Mes pe seurt bag ? gant eur vag evelse, ha var eur mor hag a zo peurliessa cass gant he vouagou, ne allent ket, ep eur burzud, ober eun anter leo ep beza lonket. Ha neuze n’o doa, evit eur veach ha ne vouient ket pegeit e padje, a ve-