Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

ha dic’hloar ; seulvui maclaske ar belerinet he velet ha ma tiskuezent dezan ho istim, seulvui a c’hoant en devoa da veva cuzet ha dianavezet. Kementse a reas dezhan, en despet d’an Tadou Carmez, en em denna pell dioc’h ar gouent, en eun tamic merouri en doa e Pluneret. Eno e tremene, evel guech all, he amzer o pidi hag o labourat an douar. Eur vech en amzer epken ez ea da velet he vestrez vad. Ar venac’h a zalc’he eur cellulen evithan, hag hen digemere evel pa vije bet unan eus a dud ho zi.

Kerkent ha ma vouesjont e voa coezet clan (hag he glenvet ne badas nemet c’huec’h dervez), e rejont he zougen d’ho c’hlandi, pe d’ho infirmeri. Eno e kemerjont anezan an oll zourci a allent da gaout. — Epad he boan, ar beden a lavare dalc’h mad, oa hini hor Zalver er Jardin Olivez : Va Doue, ho polontez bezet great. O veza recevet he oll sacramanchou gant ar brassa devotion, ez eas toc’hor ; cridi a reat edo en he agoni. He gonfessour a lavare dezan eur goms vad bennag, pa voue guelet he vizach, dija stenet gant ar maro, oc’h en em laouenat, hag he zaoulagad digor ha troet varzu eur c’horn euz ar guele. Goulennet oue outhan petra vele, hag e lavaras : Setu ar Verc’hez Vari ; setu va mestrez vad an Itron Santez Anna.

Neuze he gonfessour a redas d’an ilis hag a zigassas gantha imach burzudus Santez Anna : Ahanta, va breur, emezhan, brema pa zoc’h prest da vont dirag Doue, ha delc’her a rit-hu mad da gement oc’h eus diskleriet ken alies a vech ? — Ia, eme Nicolazic. — Ha brema, ha bez’oc’h eus-hu e santez Anna ar memez fizians, ha contant oc’h-hu da vervel e treid he imach, dre anaoudegez vad evit ar grasou oc’h eus bet diganthi en ho puez ? Ia, a respontas adarre Nicolazic. — Neuze an Tad a lavaras dezhan poket