Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

da dreit an imach. Nicolazic a zentas, a bocas c’huec dezo, ha kerkent e rentas he ene da Zoue.

Mervel a reas an 13 a vis mae, er bloas 1645, ugent vloas goude m’oa bet cavet an imach er Bocennou. Enterret e voue en ilis dirag ar pilier so da chapel ar Verc’hez ha chapel Santez Anna, tost da vad eleac’h m’oa bet cavet an imach.

Nicolazic ne lezas var he lerc’h nemet eur map pehini a voue diorroet gant an Tadou Carmez hag a deuas da veza beleg. An Tad Rigoleuc her choazas he zicour da rei missionou var ar maez.

Araog kuitat chapel Santez Anna-Venet, e rancan lavaret penaus e troad an aoter vras eo enterret an Aotrou Keriolet eus a Alre, pec’her bras er penn kenta eus he amzer, mes ive penitant bras var fin he vuez ; ker brudet dre ar binijen eston en deus graet evel ma zoa bet diaraog dre an dizurziou e pere oa coezet. He vrassa c’hoant, en he amzer diveza, oa bezaa enterret er chapel-ze, hag ar c’hoant-ze a voue sevenet gant an Tadou Carmez pere a voa eur joa vras gantho caout he gorf en ho ilis.

————


Burzudou pe viraclou.
————

Ar burzudou digouezet e Santez-Anna, pe great e leac’h all en andret ar re a so bet en em erbedet outhi, a so eb niver. Tud varo ressuscitet, tud clan pareet, grasou all a bep seurt recevet ar guelet, ar c’hlevet, ar parlant, ar c’herzet rentet d’ar re o devoa ho c’hollet ; cavet e ve eun niver bras eus ar

burzudou-ze anavezet gant cals a dud. En eur pen-

10