Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —

evit doare, Nicolazic, epad ar pemzeg mis kenta goude, ne dremene morse teir sizun ep guelet eun dra bennag. Bevech ma tistroe eus he barkeier divezatoc’h evit na voa boas, pa veze an noz o tont, e teue, dalc’het gant eun dorn ha ne vele ket, eur c’houlaouen hag a iea costez ha costez gantha evit sclerat he hent. Ha pa deuje an avel da c’hueza, tan ar c’houlaouen ne finve ket.

Aliez e vele ar zantez he unan, guech e kichen an eienen ma hon eus comzet anizi, guech en hedi, hag avechou ive en he c’hranch pe en he gardi, e kichen mein benerez a voa laket da zevel ar c’hardi-ze hag a voa bet tennet guech all gant Tad Nicolazig eus a nemoranchou ar chapel chomet etouez an douar. Bevech ma he guele evelse, e veze ato ato ganthi eur zae venn cann, ato eur c’houlaouen en he dorn, eur goabren dindan he zreid ; ne lavare ger ; eun ear a noblans hag a vadelez a veze ato var he drem ; ar sclerijen a veze en dro dizi hag a deue anizi, a zigase da zonch d’al labourer mad eus an hini a velas guech-all an Ebestel en dro da J.-C., var Menez Thabor.

Ar grasou-se ne badent ket pell, mes re alies e teuent evit miret na dajent doun en eun ene ken eün ha ken dizroug ha ma zoa ene Nicolazic. Creski cals a reas he zevotion, ha ne elle mui sonjal er zantez a brije en em ziskuez dezan, ep ma vije tenereat he galon. Aoun en doa gouscoude, o velet traou ker burzudus, na vije tromplet, ha setu perag e falvezas dezhan discleria ar pez a zigoueze gantha da dud vertuzus, tud hag o divije sclerijen avoalc’h evit he gelen hag he ren. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Nicolazic a ziskuezas bete’r fin e voa din eus ar grasou en doa bet euz an env. Ato e chomas humbl