Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

chom e Keranna. O teleur evelse he zaoulagad var eun denic dister ha dianavezet, Doue a reas eno ar pez a ra peur liessa ; me lavar choas an traou distera evit dont abenn eus an traou brassa. Guelloc’h aze e veler peleac’h e vez dorn an Ollc’halloudec. Hano an den-ma a voa Yvon Nicolazic.

Yvon Nicolazic a voa ganet er c’harter, a dud paour. — Pell a voa e talc’he merouri ar Bocennou pehini a voa oc’h dalc’h Kerlogen. Nicolazic a voa eun den vertuzus, unan eus an dud-se a ve lavaret a ve deut ar vertus gantho var an douar, hag a so ganet evit ober ar mad. Azalec he vugaleach e voue aketus d’he oll deveriou a relijion, hag ar iaouankiz, an oad-ze a scanvadurez, ne reas dezan chench tam ebet. Bez’edo brema en he oad cre, vardro he drede bloavez ha daou ugent. He amezeien, pa zave entrezho, her c’hlaske evit ho unani, hag a blege d’he varnedigez ; gouzout a reant oa cant guech guell gantha coll he unan evit ober an distera dislealdet da zen. Devot oa ha leun a feiz. Caret a rea ar beden, ha n’her guelet nemeur o vont dre an hentchou na vije o lavaret ho chapelet. Douget bras oa ive da ginnig he labour da Zoue evit delivrans eneou ar purgator. He gerent o doa he voazet da veza devot d’ar Verc’hez ha da zantez Anna, hag azaleg he vugaleach e pede dalc’h mad ar verc’h hag ar vam.

Setu an den a voue choazet gant santez Anna evit lacat sevel he chapel. Abaoue eun nebeut amzer, ep ma c’halje gouzout na penaus na perag, e sante creski he zevotion evit he batronez santel. Kementse a voa eun tanva eus ar burzudou a dlie c’hoarvezout.

Kenta burzud a erruas oue eur sclerijen gaer a velas en eun taol o tont en he di, e creis an noz,