Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

Er bloaz 1622 ne voa eleac’h m’ema brema santez Anna, nemet prajeier ha lanneier hag eur pez douar gounit bennag. An douarou-se a voa oc’h eur geric pe vilajen hanvet Keranna. Ar pez a ziskueze e voa bet santez Anna enoret eno kentoc’h evit neuze ; hag e guirionez, dress eleac’h m’ema ar chapel hirio e voa bet guechall goz eur chapelic, mes pehini a voa distrujet meur a gant vloas a voa. Ar chapelig-se a greder a voue discaret pe a guezas en he foul var dro ar bloas 699, hag a dlie beza bet savet kerkent ha ma voa deut sclerijen ar feiz er vro-ma ; da zivezata e fin an trede pe e comansamant ar pevare cantvet.

D’ar mare ma comzomp anezan brema, ne voa mui e plas ar chapel goz netra ebet anizi. Mar doa chomet eno eun nemorant bennag, e voant cuzet dindan an douar. Plas ar chapel gouscoude a voa anavezet. Bez’edo e creis eur parc hanvet Bocennou (Bocenneu e iez Guened) hag an dachen-se a allet da balat, mes ne allet morse he arat. Cant guech oa bet clasket hen ober, ha bevech al loenet, pa vezent digouezet gant an dachen-se, a iea adren, a sponte, ha mar scoet gantho, e tirollent hag e torrent stergnou hag arat. Evelse e lavaret d’ar rea iea da labourat gant loenet er parc-se ; diouallit oc’h plas ar chapel !

Kementse a elle beza eur merc e falle d’ar zantez beza enoret eno c’hoas. Dre ze ez oa eur greden etouez ar re goz, creden hag a voa deut dezo a rum da rum abaoue ne voar den pegeit, penaus e tlie ar chapel beza savet a nevez ; hag ar pez so burzudus, ar re goz-ze cals anezo a espere, araog mervel, guelet adarre ar chapel en he za.

An hini a voue choazet gant Doue evit lacat sevel chapel santez Anna, a voa eul labourer paour o