Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/182

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

hag ar pez a gave dezan a rea ar sclerijen-se, oa eur pilet, pe eur c’houlaouen goar douget gant eun dorn. Kementse, ervez m’hen lavar, a badas keit ha ma vet o lavaret diou Bater ha diou Ave Maria. C’huec’h sizun goude, eur zulvez, eun heur goude cuz heol, e velas ar memes tra e parc ar bocennou. Mes neuze ar sclerijen ne badas ket keit, ha ne velas dom ebet o telc’her ar c’houlaouen.

Evel na elle ket gouzout petra oa an traou a vele, Nicolazig a zonjaz ec’h alje beza he vam, maro nevez a voa, eo a deue da c’houlen pedennou outhan. Var ar zonch-ze e reas kement a ellas evit he zenna a boan ; mes ep dale ec’h anavezas ne ket he vam eo a vele. Eur pardaez, eun heur adarre goude cuz heol, he vreur caer hag hen o veza eat pephini dioc’h he gostez da gerc’hat he ejennet d’ar parc, o devoa da dremen ho daou ebiou an eienen zour so great anizi brema feunteun gaer santez Anna, mes pehini ne voa neuze nemet eur voazig a rede etouez ar guezeri. O veza digouezet an eil gant egile araog ma voant deut beteg an eienen, e veljont en eun taol ho ejennet oc’h argila hag o sponta. Caer o doa ne allent ket ober dezo mont var araog. Petra elle beza-ta e kichen an eienen ? Mont a rejont da velet hag en a voa eun dra bennag e touez ar brouscoat. Peger souezet ne vouent-hi ket pa veljont dirazo eun itron, eun ear an nopla dizi, en he za troet varzu an eienen ? he zae a ioa guen-cann hag a ziskenne bete’n douar. Eur sclerijen ar vraoa a voa en dro dizi, hag a bare var gement a voa a dost. O velet kementse, kenta a vennjont oue kemeret an tec’h. Mes souden e teuas mez dezo eus ho lentegez hag e teujont en dro. Ne veljont mui netra.

Ar burzud-se en em nevezas meur a vech ; hag