Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

skeuden ar patriarch santel, ar mabik Jesus ganthan etre he zivrec’h.

Eur manac’h euz a gouent Itron Varia Menez Serrat, e Spagn, a ioa devot bras da sant Joseph. E kement a anaie euz a vuez tad mager hor zalver, netra ne douche kement he galon evel sonjal er veach a reaz o tec’het en Ejipt. O veza eun dervez eat er meaz euz he gouent da veachi evit eur gevridi bennag, en em gollas divar he hent pa edo o tistrei. Pa voa deut an noz en devoa aoun na vije taget gant al laeron en em denn er meneziou didud-ze. En he nec’hamant en em erbedaz oc’h Doue. Souden e velaz eun den o ren eul loen a ioa var he gein eur vaouez eur bugel ganthi etre he divrec’h. Ar manac’h a c’houlennaz outho an hent d’he gouent.

— Mar kirit dont ganeomp, eme an den-ze ha ne vouie ket ar manac’h piou oa, evit beza ma zeo diez an hent ha tenval an noz, me a ziskuezo hoc’h hent deoc’h, rak me hen anavez mad. Mont a rejont eur pennad mad en eur gozeal, ha ker santel oa comzou an dud-ze ma voa eun dudi evit ar manac’h ho c’hlevet, ha ma na zante tam ebet skuisder he hent. Digouezout a rejont evelse tost d’ar gouent. Pa en devoa ar manac’h anavezet he hent, he genbeachourien a gimiadas diouthan, ha kerkent e zejont ne vouie ket peleac’h, n’ho guelas mui.

Neuze e teuas da gompren e c’helle beza an den mad-ze sant Joseph, a ioa deut gant Jesus ha Mari d’he denna euz ar meneziou-ze eleac’h ma voa dianket. Comzou ar veachourien-ze euz an env a chommas scrifet ken don en he galon, ma talc’has sonch mad anezho beteg he heur diveza.

Er bloaz 1631, e savas var menez ar Vezuv, eur