Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

frail nevez bras meurbet, ha dre ar frail pe ar c’hinou-ze ar menez a zislonke tan ha ludu hag a ruille evel eur ster da c’holo an douarou a dost. Golo a rejont dreist oll eul leac’h hanvet Tour ar grek. Eno e zoa o chom eur vaouez, Camilla, devot meurbet da sant Joseph. En he zi e devoa ganthi eun nis dezhi, eur bugel pemp bloaz hanvet ive Joseph.

Evit tec’het araog ar ster-ze a dan, e devoa kemeret ar bugel etre he divrec’h hag oa en em laket da redeg en dra c’helle. Mes al ludu tan a deue ker buan hag hi. Digouezout a reas var he hent eur roc’hel ha ne c’helle ket mont dreist-hi, hag e voa red dezhi en em deleur er mor eleac’h ne ouije ket mancout da veza beuzet, pe beza tizet gant ar ster a dan a rede var he lerc’h. En eur stad ken trist e teuas sonch dezhi euz a sant Joseph. « Sant braz, emezhi, me a erbed ouzoc’h ar bugel- ma, ho fillor ; deoc’h-hu eo he savetei ».

Neuze e laca ar bugel var ar roc’hel, hag e lam he unan er mor. Hogen eleac’h coeza en dour evel ma tlie ober euz al leac’h ma e doa great he lam, e coezas var an treaz ep m’e devoue droug ebet.

He buez a ioa saveteet ; mes ar bugel lezet var ar roc’hel ha devet credabl gant an tan a rea dezhi ar brasa nec’hamant. Er meaz anezhi he unan, en em lakeas da redeg ep gouzout cals peleac’h e zea. Setu-hi pa zonje nebeuta o clevet eur vouez oc’h he gelver ; mouez ar bugel oa a deue d’he c’hlask leun a vuez ha laouen bras.

— O va bugel, emezhi en eur he vriata, penauz e c’heus-te gallet en em denna euz al ludu tan-ze ?

— Sant Joseph eo, eme ar bugel ; c’hui o poa lavaret da sant Joseph va dioual, ha kerkent ha