Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

en em visk, hag en em laca da redek dre an ti en eur grial : burzud ! burzud ! sant Joseph en deus va fareet ! Pare ker mad e voa ma c’hellaz a neuze dioc’htu ober pep tra evel al leanezed all, hag evel pa na vije bet morse clanv.

Eun itron binvidig ha devot euz a Frans, o veza lennet liziri an tadou a gompagnunez Jesus divarbenn ar mission o devoa savet er C’hanada, etouez ar gouezidi, en em zantas douget da rei sicour d’an ober mad-ze evit savetei eneou an dud keiz euz ar vro-ze. Etre daou e voue taget gant eur goal glenvet, hag ar vedesined ne anaient netra er c’hlenvet-ze ha ne c’hortozent nemet he maro.

Ar glanvourez ne gollas ket a fizians. Gouzout a rea eo dindan scoazel sant Joseph o devoa an tadou laket ho mission er Bed-nevez. Setu hi o prometi da sant Joseph, mar plije ganthan rei dezhi ar iec’hed, sevel eun ti er C’hanada evit scolia ha diorren ar merc’hedigou euz ar vro-ze. Kerkent e voue silaouet he feden, hag euz he c’hlenved ne chomas ganti nemet eun nebeut skuisder.

Ar medesin, souezet oc’h he guelet pare, a c’houlennas diganthi.

— Peleac’h-ta eo eat ho poan ?

— Aotrou, emezhi, eat eo d’ar C’hanada.

Ep dale e lakeas sevel eur gouent evit merc’hedigou ar C’hanada, hag ar vam Mari euz an incarnasion a voue ar genta superiorez er gouent se. Houma, en eur vision, a voue diskuezet dezhi e voa sant Joseph difennour ar Bed-nevez, hag eo dre he scoazel e voa-hi bet dibabet da vont di da labourat evit sildivigez an eneou. Evelse e roaz hano sant Joseph d’ar gouent nevez, hag evit siel e kemeras