Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

E couent Carmel e Perpignan e voa eur manac’h hag a ioa vertuzus meurbet. Eun nosvez ar speret a denvalijen a deuas, gant he oll nerz hag he oll gounnar, d’he denti o clask he lacat da goeza en impurete. Ar stourmad-ze a badaz epad an noz. Ar manac’h strafuillet oll, a boanie guella ma c’helle, da bellaat diouthan ar sonjou vil a lakea an ærouant en he speret. Hogen caer en devoa, an drouk-speret a zalc’he mad, ha deut oa an deiz abars ma c’hellas gant gras Doue, lakat he enebour da gemeret an tec’h.

En dervez-ze, o veza eat e kear gant priol ar gouent, e velaz o tont etrezeg enhan eun den coz, eun ear dezhan euz ar respectapla, pehini a lavaras dezhan : « Va zad, perag er stourmajou-ze ken tenn oc’h eus bet da zouten en nos tremenet, n’eus ket deut a zonch deoc’h euz a sant Joseph ? Perak n’oc’h eus-hu ket he c’halvet d’ho sicour ? »

Ar manac’h, souezet oll o velet e c’hanaie ar pez a ioa tremenet e gouelet he ene, ha n’en doa discleriet da zen, a chomas da genta sebezet ; goudeze ez ea da respont. Mes pa falvezas dezhan comz, an den coz a ioa eat en he dro ha n’her guelas mui. An tad a grede ferm e voa an den-ze en doa comzet outhan, Sant Joseph he unan, pehini a gar beza pedet gant fizians, dreist oll pa vezer var var da goll eur vertuz hag a blich kement dezhan.

Eun alvocad euz a Lyon a grogaz ar vosen en eur map dezhan, eur potrik seis vloas. Dioc’h guelet ar bugel, oa anat avoalc’h ne chomje ket pell beo. He dad a ioa christen, ha ne gollas ket courach. En em erbedi a reaz oc’h Sant Joseph, hag e prometas dezhan, ma rente ar iec’het d’ar bugel, ez aje bemdez epad nao dervez d’an oferen d’he