Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

Eun den iaouang a Lyon, goude beza renet eur vuez skueriuz, en doa great he zonch da guitat ar bed evit labourat guelloc’h d’en em savetei. He gerent n’hen leschont ket da heul ar vouez her galve, hag e chomaz er bed evit plijout dezho. Hogen o tarempred ar bed e teuas d’en em ancounac’hat, ha da ienaat e servich Doue. Ar frankiz a lezet ganthan, ar plijadurezou a gave var he hent, ar goal skueriou a vele dirag he zaoulagad, a reas dezhan lezel he zeveriou a gostez, ha goudeze coeza en dizurs. Ep dale zoken e reaz evel ar map prodig, e kuiteas ti he dad, hag e zeas da zoudard. Hogen er vicher nevez-ze ne c’hounezas ken nemet ar brud euz a eun den dizuch. Ar brovidans a otree kementse evit punisa var eun dro he dud hag hen ; he dud evit beza miret outhan da heuilla ar vouez a Zoue, hag hen he unan da veza great ar scouarn vouzar oc'h ar vouez her galve. Gouscoude he gerent, glac’haret braz o velet ho map en em rentet sclaf d’an drouk speret, a scrife alies d’an den iaouank reuzeudik liziri glibiet gant ho daelou. He bidi a reant calonek da chench buez ha da zistrei da di he dad eleac’h ma cafje ar guella digemer. Erfin, en ho anken, o velet ne c’hellent gounit netra var galon ho map, en em drojont oc’h Sant Joseph, oc’h he bidi da viret oc’h an den iaouank da vont da goll. Sant Joseph a zilaouaz ho feden ; lacat a reaz ho map da gaout eur c’heuz ar brasa d’he vuez tremenet. Kuitaat a reaz an arme, hag e tistroas da di he dud, eleac’h ma c’houlennas pardon outho euz ar boan en doa great dezho, hag en em lakeas da ren eur vuez skueriuz evel en doa great en he genta iaouankis. Evelse e c’hellet lavaret anezhan ar pez a lavar an Aviel euz ar map prodik : Maro oa, hag eo

distroet d’ar vuez ; collet oa, ha setu hen cavet adarre.

9