Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

iliz, e lacaje devi eno cals piledou, hag e lacaje ober eun daolen eleac’h ma vije merket ar burzud a c’houlenne.

Etre daou ar vedesined a deuas vardro ar c’hlanvour bihan ; ken toc’hor her c’hafjont ma lakejont he gas d’an hospital, hag e tisclerient n’en devoa ket ouspen div heur da veva. Caset e voue-ta d’an hospital ; kerkent avad ha ma voa caset di en em gavaz pare en eun taol, hag an tad, leun a anaoudegez vad e kenver Sant Joseph, en em hastas da ober an navet en doa prometet.

Eur bugel all, pevar bloaz, a voue scoet ive gant ar vosen er memes kear a Lyon. He vam, strafuillet oll, a vouele dezhan evel pa vije maro. He alia a rejor da erbedi he bugel oc’h Sant Joseph.

— An dra-ze a rin avoalc’h, emezhi, rak deis gouel Sant Joseph eo deut er bed.

Kerkent en em lakeas da bidi Sant Joseph. Tad ar bugel o veza deut neuze d’he velet, her c’havas ken toc’hor, ma crede ez ea da dremen. Lavaret a reas kementse d’he bried. Houma avad a gendalc’he ato da bidi. Edo c’hoaz o pidi pa glevaz he map o choulen bouet, ha neuze o sevel. Pare tre oa. Ar vam carget a laouenidigez hag a anaoudegez vad, a lakeaz ober eun daolen da lacat var aoter Sant Joseph evit delc’her sonch euz ar burzud-ze. Ar brud a gementse en em skignas dre gear, hag a grescas calz an devosion evit Sant Joseph.

E kear Anvers, e couent leanezed Sant Augustin, ez euz eur chapel da Sant Joseph, chapel gaer meurbet, ha brudet dre ar grasou en deus scuillet ar Zant eno. Etouez leanezed ar gouent-ze ez oa unan hag a reat Elizabeth anezhi.

Tri miz a ioa edo clanv gant ar mean, clenved hag