Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

en ti, na ne voa mui ken nebeut an distera tam arrebeuri da verza. An intanvez ne doa debret begat an derc’hent evit lezel ar pez a ioa a vara gant he bugale ; hogen an dervez-ma e voa red dezhi lezel ive he bugale da iun. Caer e doa sellet ha clasc ne gave netra en he lochen hag a dalveche eur guennek bennag. Setu hi gouscoude hag o teleur he dorn var eun troc’her-goulou pe eun divoucher-goulou a ioa var ar chiminal. Mont a reas dioc’htu gantha da di eur marc’hadour.

Hema a lavaras da genta n’en doa ket izom a draou evelse. Mes o veza sellet piz oc’h ar vaouez kez, e sonjaz ervad oa an dienez eo a rea dezhi clask guerza ar benvek-ze, hag o veza ma zoa eun den mad, he galvas pa edo o vont er meaz euz an ti.

— Pegement a fell deoc’h da gaout euz ar benvek-ze ?

— Ar pez a gerot, emezhi ; c’hui a voar petra dal guelloc’h evidonme.

— Dalit, eme ar marc’hadour, hag e roas dezhi eur pez a eis real.

An intanvez a drugarekeas caloneg ar marc’hadour a roe dezhi evelse peadra da derri ho naoun d’he bugale ha dezhi he unan ; rag he divoucher-goulou ne dalie ket pemp guennek. Mont a reaz ac’hano scanv ha laouen en eur drugarecat ar Verc’hez euz ar sicour e doa laket ar marc’hadour-ze da rei dezhi en he izom.

Eur vech-all o veza en em gavet adarre er memes dienez, ez eaz, evel ma voa boas, d’an ilis d’en em glem oc’h ar Verc’hez. Goude ma e doa great he feden ha scanveat he c’halon eun dra bennag e tistroe d’he zi. Hogen goustad e teue ; gouzout a rea e cafje eno he daou vugel o c’houlen bara diganthi ha ne devoa ket da rei dezho. E corn eur ru e tihouez