Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

ganthi eun dijentil estren hag a deu da gomz outhi, d’he fidi d’hen hentcha da eun ti euz a gaer ha ne vouie ket e pe garter emedo. Evit renta ar servichze dezhan e roas d’an intanvez eul loiz aour a ugent lur. Ar baourez kez ne felle ket dezhi kemeret eur gopr ha n’e doa ket gounezet, mes an dijentil he c’hontragnas da zerc’hel ar pez aour, hag hi e devoue evelse adarre tro da drugarecat mam Doue a zigasse evelse sicour dezhi pa en em gave er brassa dienez.

An intanvez vad a gendalc’has da veza devot d’ar Verc’hez. Pa ne vouie mui peleac’h en em deleur, ez ea da stouet dirag he imach, ha bevech e tigoueze ganthi caout evelse eur sicour bennag euz al lec’h ne veze ket o c’hortos, bete ma voa savet he bugale ha deut da veza guest da c’hounit bara dezho ho unan ha d’ho mam.

————

Adarre eur pare burzudus. — Ar Verc’hez santel ne ean da ziskuez he gallout hag he madelez e corn pe gorn euz ar Frans. E kichen kear Chalon-var-Marn ez euz eun ilis da Itron-Varia-ar-Spernen, eleac’h ma za a bell zo tud da bardona. Eno eur plac’h iaouank, hanvet Alina Bourgeois, zo bet pareet en eun doare burzudus d’ar 25 a viz Even. Ar plac’h iaouank-ze, oajet a seis vloas varnugent, a ioa nao bloaz a ioa o chom e couent Itron-Varia ar seis cleze, e Chalon. A veac’h oa bet daou vloaz eno ma voue scoet gant meur a glenved, ha dreist oll gant an derzien gousk. Er c’hlenvet-ze he izili a chome e c’his ma ho lakeat. Seis miz a ioa e voa seizet oll he c’hostez cleis.

Ar medisin, o velet e colle he boan, en doa he dilezet. Eur medisin all, nevez deut da Chalon a falvezas dezhan he louzaoui ; ne reas ket muioc’h a vad dezhi.

Alina a ioa devod, hag a gommunie alies ; diez oa

8