Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —


Penauz e teu ar Verc’hez da zicour ar re he fed.
————

Ar vicherourien a ia e kær, gant greg ha bugale, en esper caout eno labour, gounit calz arc’hant, ha beva en ho æz, a bak alies souezen. Ne gavont avechou nemet dienez, paourentez, nec’hamant. Ha pa deu dreist oll ar maro da zamma ar micherour, e les var he lerc’h eun intanvez ha bugaligou hag a vezo red dezho glaouri gant an naoun. Setu petra voa digouezet gant eur baourez kez a gleven comz anezhi en dez all. He goaz a ioa falvezet dezhan dont da jom da guear B…, o sonjal e vefje eno dizoursi, hag ec’h alje sevel he vugale evel eur moundian. Hogen ne voa ket bet pell eno na glanvaz ha na varvaz, o lezel he intanvez ha daou vugel bihan en eun toul galatez dindan an doen.

An intanvez-ma ne devoa evit gounit bouet dezhi he unan ha d’he bugale nemet he nadoz : ha petra ell eur vaouez da c’hounit gant he nados, dreist oll eur gemenerez savet var ar meas ? Labourat a rea nos deiz, da viana pa gave labour, ha caer e devoa, e vanke bara dezhi alies. Red e voue guerza a hini da hini an tamouigou arrebeuri a ioa. Hogen an intanvez a ioa christenez vad, ha dreist oll oa devot bras d’ar Verc’hez. Eur fizians ar vrassa e doa e madelez mam Doue, ha pa veze eat berra ma c’halle, e tigoueze ganthi eur sicour bennag euz al leac’h ne veze ket o c’hortoz, hag hi a grede mad e voa Mari eo a deue evelse d’he zicour en he izom.

Eun dervez en em gavas ne voa ket eun tam bara