Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

— Pe seurt ali ?

— Pa ris va fasc kenta, o poa va aliet da lavaret bemdez, ha da lavaret caloneg an Ave Maria. Hen lavaret em eus ep mancout, ha zoken pevar bloas so em eus lavaret bemdez ar chapeled, ha setu perag oun sur da vont d’an Env !

— Ha penaus, eme ve ?

— Ne allan ket cridi, emezhi, hag ar zonch-ze ne da ket diouzin abaoue ma zoun clan, ne allan ket cridi em befe, epad pevar bloas, lavaret antercant guech bemdez d’ar Verc’hez : Santez Mari, mam da Zoue, pedit evidon, pec’herez baour, brema hag en heur eus va maro, ha ne ve ket Mari em c’hichen ama brema pa zan da vervel. Ema-hi aze, me zo sur ; pidi a ra evidon, hag em c’hasso d’an env.

Setu eno petra lavare din ar c’hreg iaouanc-ze, ha neuze e velis ar pez n’oun ket guest da verca, eur maro e guirionez eurus. Guelet a riz ar grouadurez-ze diners, sammet divar greiz he c’haera oad, o kuitat oll blijadurezou an douar, eun tad, eur vam, eur pried hag he c’harie hag a garie ive kement, eur bugel hag a gouste ker ker dezhi ; he guelet a riz o kuitat kementse oll, ne ket ep daelou, mes gant laouenidigez, o consoli, o kennerzi he zad, he mam, he fried, o vennigen he bugel ; hag etouez kementse ne vele nemet an env, ne gomze nemet eus an env, hag he huanad diveza a voue eur musc’hoarz oc’h dor ar baradoz.

————