Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

ar chapeled hed-ha-hed. Merc’h oa da eur marechal coz eus an Impalaerded kenta. He zad, he mam hag he fried he c’harie dreist.

Pinvidigez, iaouankiz, gened, eurusdet, ne vanke netra dezhi. Edo o paouez gouilloudi, hag e doa het eur map. Mad, e creiz an oll eurusdet-ze eus an douar, setu en eun taol e voa red dezhi mervel. Eur c’hlenved hag a laz ato a voa croget enhi, hag e ranke mervel ! hag eo me a voa carget da gas dezhi ar c’helou euzuz-ze. Mont a ris.

He mam a ioa mantret gant glac’har, he fried ne vouie ket petra rea gant he anken, he zad a ioa sebezet oll, cals muioc’h eget ar vam, ar pez a veler meur a vech. Aliez em eus evesseat penaus, pa zigouez eun anken vras bennag, ar merc’hed christen a gaf muioc’h a ners da zougen ho foan evit ar vrezelourien caloneca. Mont a riz eta en ti glac’haret-ze, ha ne vouien penaus tostaat oc’h an hini glan. Pe ger souezet ne vouen-me ket, pa voan eat beteg enhi, oc’h he guelet laouen o vusc’hoarzin ouzin ! Ia, ar c’hreg iaouanc-ze pehini a iea da veza sammet dre eur maro trum eus a greiz oll blijadurezou ar vuez-ma, a iea da veza dispartiet dioc’h he zud he c’harie kement, ar c’hreg iaouanc-ze a vusc’hoarze ouzin ! Ar maro a dostea a lammou braz ; her gouzout a rea, ba gouscoude he laouenidigez a voa trec’h d’he anken.

Ne allis ket miret da lavaret dezhi : Pebez taol, va merc’h ! hag hi a respontas din gant eur vouez ha ne allin morse da ancounac’haat : — ha ne gredit-hu ket ez in d’an Env ?

— Va merc’h, eme ve, esperans vad am eus.

— Ha me, va zad, a so sur.

— Ha petra ra deoc’h, va merc’h, beza sur ?

— Eun ali o poa roet din guech all.